Guantanamera

Guajira Guantanamera, pe Guantanamera, zo ur ganaouenn eus Kuba, an hini vrudetañ a dra sur. Dont a ra an anv eus Guantánamo, ar gumun eus an enez a zo e dalc'h an Amerikaned. Ur "guantanamera" zo ur plac'h eus Guantánamo. Ur "guajira" zo ur goueriadez, skeudenn an evurusted war ar maez, evel berjelenn ar gwerzioù kozh, met adkemeret eo bet ar ger evit envel un doare kanaouennoù hag ivez un dañs diwar ar maez.

Implijet e vez ar ganaouenn Guantanamera alies evel un arouez broadel abaoe ma'z eo bet brudet e SUA gant Pete Seeger, hag er bed a-bezh goude.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search